Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/55

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
51

vezo ar vugale a asisto enno nep muzur all na nep poez all nemet ar re tennet diouz ar mètr. Recommandit d’ho mestr scol arrête ar ministr, [1] pehini a ordren dezàn, dindan boan da reza revoqet, nonpas desqi nemet ar system metric ; ho pet sonch penos demeus a ingalder hor system gallec e c’heno gant ar bobliou all rapportchou faciloc’h hac eus a vignoniach ; anfin, Autrou mêr, sònjit alies penos armoriou ar Justiç eo ur balançou er brassa reistet, ha penos ingalder ar justiç a zo evit an oll ar goestl deus an urz vad ha deus ar peoc’h etoues an dud.

Mestr Pierrès a voa tavet, ma seblante c’hoas ar mêr er selaou, hac o qemer e zorn, e lavaras dezàn : « Va den qez, ma ve an oll dud savant qer mad ha c’houi, ni a selaoufe anê a greiz calon, hac e teufemp da veza güelloc’h. Deut d’am güelet, deut da dremen un nebeud amzer etouez va famill ; ho qentelliou a vezo util deomp ; qerzat a rimp dre hor gommun, ha c’houi a zissipo an erroliou pere a ra hor maleur deomp oll. »

— Ma, va mignon, dont a rin gant plijadur vras, ma ellàn, eme mestr Pierrès. Hon antretienou ne vezint qet inutil ; beza o devezo evit objet qement a ello beza mad da gonservi, da berfectioni hon humanite, da gombati an drouc a glasc en distruja, e fêplât en eur diviza anezàn ; disqi a rimp assambles penos ar fêçon da veza eurus eo da garout an nessa ; disqeuz a rimp penos an deveriou en em sqign pelloc’h eguet al lezennou, hac e zeo muioc’h c’hoas dre ar pez a zo honest eguet dre ar pez a zo leal e zeo ret barni an actionou en o rapportchou gantan. En eur vale, ec’h instruimp, truez hor bezo ouz ar

  1. Arrête deus ar 14 a vis Ebrel 1838.