Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/58

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54

en daulen joentret d’al lezen-mâ, hac etablisset dre lezen an 18 Germinal bloa III, a zo interdisset en actou public, coulz evel en affichou hac en annoncou.

Er memes tra e zint interdisset en actou dindan sin privet, er c'hayerou a gommerç ha scridou all privet produet en justiç.

An officerien publiq a enebo a vezo é câs deus a un amand a uguent franc, pehini a vezo grêt paea dre gontraign, evel matier a anrejistramant.

An amand a vezo demeus a dec franc evit ar re all a gontreveno ; percevet e vezo evit peb act pe scrid dindan sin privet ; evit ar pez a sell ar c’hayerou a gommerç, ne roint lec’h nemet da un amand hepqen evit peb contestation e pehini e vezint produet.

Art. VI. Difennet eo d’ar barnerien hac arbitrerien renta neb barnidiguez pe decision e favor nep den var actou, cayerou pe scridou e pere an anoyou interdisset dre an articl arauc a ve bet inseret, qent ma ve paeet an amand meritet, herves al lavaret articl.

Art. VII. Verificatourien ar poeziou ha muzuriou a gonstato ar gontravantion diarauguet dre al lezennou ha reglamantchou pere a sell systèm metric ar poeziou ha muzuriou.

Ellout a rint procedi da gonfiscation instrumantchou a boezadurez hac a vuzurach deus a bere an usach a zo interdisset dre al lezennou ha reglamantchou hanvet.

O frocessou verbal a dalvezo feiz en justiç betec preuven a gontrel.

Ar verificatourien a bresto o le dirac tribunal an arrondissamant.

Art. VIII. Un ordrenanç royal a reglo ar fêçon da ober verification ar poeziou ha muzuriou.