Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/6

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ




MIGNON LENNER.


————


Al Lezen eus ar 4 a vis Gouere 1837, a zifen a gren usach ar Poeziou ha Muzuriou ancien, hac a ordren absoluamant usach ar Poeziou ha Muzuriou nevez hepqen e Franç oll, adalec an deiz qenta eus a vis Guenveur 1840.

Ret eo eta en em soumetti d’al Lezen, hac en em hasta da anavezout ar system metric.

Evit se eo e zeus sonjet e vije un dra vad meurbet ober al levr-mâ e brezonec, evit ma ello an oll Vretonet pere n’ententont qet c’hoas mad avoalc’h ar gallec, desqi essoc’h talvoudeguez ar Poeziou hac ar Muzuriou nevez, ordrenet gant al Lezen. El levr-mâ e vezo cavet ar pez a zo mad da c'houzout evit se. Peb tra zo laqet ennan en e boent : al lezennou, articlou ar C’hodou ; hac evit ma vezo güelloc’h comprenet, e zeo laqet e form a antretien.

Ra deuy al levr-mâ da sicour ober anavezout ar Poeziou hac ar Muzuriou nevez, ha dre se da bellât diouz peb chicanerez ha da oboissa d’al Lezen. Se eo hor brassa dezir.

R. M. Be vech ma vezo cavet ar merc-mâ hed al levr, e sinifio e chencher a bersonach.

A.-L.-M. L.