Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/65

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61

effejou-ze a dle beza sellet evel un depot necesser.

Cod a Instruction Criminal.

Art. 154. Ar gontravantionou a vezo prouvet, pe dre procesou verbal pe rapportchou, pe dre destou e defaut a rapportchou ha procesou verbal, pe d’o harp.

Nep den na vezo recevet, dindan boan a didalloudeguez, da ober preuven dre destou entuont pe a eneb ar gontenanç er procesou verbal pe rapportchou an officerien a boliç pere o deus recevet diouz al lezen ar pouvoar da gonstati betec inscription a faus. Evit ar pez a sell ouz ar procesou verbal pe rapportchou grêt gant ajantet, preposet pe officerien da bere al lezen ne deveus qet accordet ar güir da veza credet betec inscription a faus, ec’h ellint beza breutêt dre breuvennou contrel, pe scrifet, pe dre desteni ; mar qev an tribunabl a propos o receo.

Cod Penal.

Art. 65. Nep crim pe drouc-ober na ell beza excuset, nac ar boan moderet, nemet en câs hac er circonstançou e pere al lezen e deve disclêriet ar feat excusabl, pe a bermet applica dezàn ur boan nebeutoc’h rigorius.

Art. 423. Piou benac en devezo tromplet ar prener var titr ar matieriou aour pe arc’hant, var ar galite a ur men faus güerzet evit fin, var natur an oll varc’hadourez ; piou benac, dre usach a faus poeziou pe a faus muzuriou, en devezo tromplet var gantite an traou güerzet, a vezo punisset demeus an amprisonamant epad tri mis d'an nebeuta, ur bloa d’ar muia, hac eus a un amand na ello qet tremen ar c’hart demeus ar restitutionou ha dommajou-interest, ha beza dindan anter-cant franc.