Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/9

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5

nesonou a vuzuriou, pere a chench demeus an eil andret d’eguile, eme mestr Pierrès dezo, pehini o heuille a dost.

— Hac e foeltrfemp hor pennou diouz ar voguer, emezo, ne voezimp qet muioc’h.

— Concev a ràn, va mignonet, ne garer qet desqi ar pez a gontroli ac’hanomp.

— Hac ar pez hon ampech da ober hor c’hommerç, emezo.

— Eur c’hommerç caer, eleal ! gruji an eil hac eguile ; mes caer ho pezo ober, ul lezen nevez zo bet rentet er 4 eus a vis Gouere 1837, [1] hac ho forço da zesqi ar system metric nevez.

— System metric ! Petra ar jibet eo an dra-ze ?

— M’en em garg d’en ezplica dêc’h en ur c’hart-heur, mar qerit antren en hostaleri dosta, e pelec’h e paein dêc’h ul litr.

E lec’h ul litr, an hostis a zervichas ur voutaillad ; mes mestr Pierrès a refusas : An droajou a baeer en litr, hac e zeo en litr e fell din e ve muzuret va güin ; ho poutaillou a drompl an daoulagad a zigorit qer bras evit receo va arc’hant, emezàn d’an hostis.

— N’eus netra a justoc’h, eme an daou Vreiziad ; pa zeo leal ar muzur, ne zeus mui nemet d’en em entent var ar pris.

— Mad, a replicas mestr Pierrès dezo ; mes evit ma vezo evelse, arabat eo caout nemet ar re goarantisset gant al lezen ; ret eo, er pez a gavit just ha commod evidoc’h, a vez ivez evit an oll.

Qementse lavaret, e tiscargjot ar güin, ha pa o devoe evet ar banne qenta, e pedjont mestr Pierrès

  1. Al lezen-se en em gav e fin al levr.