Pajenn:Bourgault-Ducoudray - Trente mélodies populaires de Basse-Bretagne, 1931.djvu/15

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9



I

An dud yaouang pa zimezont
Na ouzont ket petra ’ reont

bis

(Diskan)

Ah ! pebeuz tristidigez ! Ah ! pebeuz kalounad !
Pa dremen ar yaouankis, échu an amzer vat !

II

Kredi a reont, an dudou kez,
E kuez an aour a veg ar gwez

bis

III

Pa dal eo red atao poania
Alies ’vit gounid netra.

bis

IV

Kredi a reont gant karantez
E rener mat eun tiegez,

bis

V

Pa dalv karantez eb labour
Na c’hounit ket eur banne dour.

bis

VI

Mignoned, abars dimezi
Klozit eul liorz ’tal ho ti.

bis

VII

C’hui lako ennhan bep eil tro
Goude ’n eured tri bod c’huero,

bis

VIII

Bod nec’h a ziou, bod klem a gleiz
Ha bod ran-galon en ho c’hreiz.

bis

IX

Tro-var-dro greun pasianted,
Ha mont alies d’ho guelet ;

bis

X

D’ho doura mat, dour a vezo,
Euz ho taoulagad e kuezo.

bis

XI

Setu va son, brema, va zud,
Ervez ho c’hoant, klaskit ho klud.

bis


————


La première phrase de cette chanson est construite dans le premier mode du plain-chant avec si naturel (mode de l’Ave maris Stella),

La seconde phrase, servant de refrain, dans laquelle apparaît le si bémol, est dans le mode hypodorien.

Cette mélodie, qui est composée de deux phrases de six mesures, a un grand caractère ; le refrain surtout présente dans sa concision, une intensité d’expression remarquable.