I
Oll verc’hed ar barrez, ha c’hui ive, pôtred,
Selaouit oll eur zôn a-nevez kompozet.
Var benn eun dorfetourez
Henorapl dre he lignez
Lazet he mab bian
Araog ar vadiziant.
II
Ar bâl ganthi ’n he dorn, e teu dar gêr ar verc’h,
An tad a wel he drem drouklivet ’vel an erc’h
Ha pebeuz spount evithan,
Pa wel er park dirazhan,
Er park gant al loened
Ar c’horf dizoloet !
III
Gant eur vouc’hel e klask laza ’n dorfetourez
Met hi zo tec’het kwit gant ar bugelig kez
Ha n’eo ket êt da guzat :
An dour en e daoulagad
D’eur barner ech anzao :
Me virit ar maro.
IV
En va bugaleach fur ha santel bepred
Me voue er panteou d’am c’huezeg vloaz kollet
Oh ! na dit ket, merc’hedou,
Morse var dro ’r panteou
’ Met dindan daoulagad
Ho kerent ho tud vat.
IV
Mevelien ar bourreo var ar blasen zo deut
Ha krena ’ra ’r pave gant ar c’harrad keuneut ;
Na zervich ket d’in vouela
Rag abenn eun beur ama,
An dorfetourez ’vo
Ludu ha glaou bero !