Pajenn:Braz Anatole - Textes bretons inedits.djvu/19

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Da roin clerigen dar beherien
En deus toret ho courhamen.
Quen bras orer e meus oute
Ma choullenan, o ma Doue,
Dre ho justis hac o tivinite,
Ho exterminan corf hac ine...
Men a choullen vengeans, o ma Doue,
Deus an dut fal ha didalve...
I deus o dispennet quic ha goat...
Ne harse mun an ellamanchou
Da suportin ar pechejou...
Quessetin pel ves ho presans,
Corf hac ine da virfiquen
Da lisquin en crais puns an ifern...
Deut da vangin ho harogans.
An eol, al loar hac ar steret
A choullen ar setans no henep.

P. 157-159.
(Hist. du théâtre celt., p. 303-304.)



Le 3 doane dit ensamble

Adieu enta, Salver ar bet,
Adieu eta, goat sach vidom cullet !
Adieu ! E coesan en iffern !
Adieu da james, pemp Goulli !
Adieu dachui, Goerhes Vari !
Adieu, Elle, sent ha senteset !
Adieu, querent ha minonet !
Malles dit, tat, malles dit, mamp,
Chui a sou cos dam foan efflam !
Malles dit, person milliguet,
En deffot ne poa ma coriget !
Malles dit, covesour ingrat,
Na poa ma coriget er fat !
Malles dit, mestr ha mestreset,
An defot na poa ma coriget !
Malles dan dinsou ha dar cartou !
Malles dar bal ha dan dansou !
Malles dar guin ha dan dut fal
A sou bet acosion dam goal !
Arragin a ran en guis ar chas.
Strahinet om oll gant Satanas.
Ar airet hac ar serpantet