Pajenn:Braz Anatole - Textes bretons inedits.djvu/22

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Laurent

Orsa, choas repettet o comso.
Gant dour santel me as contraigno.
Dre Jesus, ar sent hac an Elle,
Lar dirac an ol piou oude.

Le diable cry et dit

Pavoes ! Me les gant da dour sant !
Me laro dit hep cavet tourmant.
Me so diaoul, map de Sattan :
Callot eo ma hanno ma hunan,
A so tregont vla so en ty man,
Es plas te eo a dlefoa besan.
Men nen non quet map dan otro.
Un diaoul me em hanno.

Laurent parle

Ret eo dit coms publiquamant.
Ha pan dout de map dan aërouan,
Penos a regout de da antre ?
Quita prest abit an den se.

Il quitte l'habit, il cry.

Berit

Chete an ol guenen collet.
Berit voan, Berit hon hanvet.
Te a so map dan otro man,
A me nen don netra desan.
Pa voas bian es mailluro,
Me as cassas divoar o zro
Dan es pic, da jardin ar pap.
Te so sant ha me miserabl.
Groet emeus dese mil tourmant
Ho clasq o lacat da neant.
Me voel eo collet ma ol poan din,
Pan dout ary dam conjurin.

Lorans a coms

Map Sattan, cren enem dennet !
Lest ma zut en passiantet.
Me as miro gant gras Doue
Nas po nep velly voarnese.