Dalit, Ioen kéméromp ann amzer ével ma teu... pa en deveuz ar mestr madelez évid-omp é hallomp profita anezi...
... Hon greg, Jaketta, a ioa he c’hoar vager... Chétu pérag é kar hor bugalé. O weled a ra ével hé ré propr.
Nè ket lavaret nèn défé ket bet eul loaiad eveuz ho iod... Hogen né vérit ket ann dra-zé néc’hi eunn den honest. Né gémérinn sourzi ér-bed war kount va gréek, mar gra hé afferou é kuz. Ha ma né m’euz van anézo, her c’harinn koulz a biskoaz... Né ouzonn tra sotoc’h ével hon-unan hor c’hlac’har.
Hag é réoc’h manifik... Evel a livirit am eus gréad... E livirinn d’éoc’h, Sioul, diez eo né vemp holl kornek. Ne-z-omp jamez en hon ti ; bepred er meziou. Epad ann amzer-zé-ta, al labousitérien... Hogen bez ez-ouzomp ervad é ranker trémen éno...
(Hist. du théâtre celt., p. 388-389.)
E m’ounn ’ta deuet a benn euz ar pez a zounjen... Né gortozann mui breman nemert ar gwir inchu... da lavaroud eo, va fortun... Hogen, me a raio da Sioul rémémori ann dra-zé... Hogen, da viana, e ranker hé lézel hed ann eizved oc’h ober he vicher tost d'hé c’hreg iaouang abarz mont d’hé dévalaat dré afferou siriuz.
(Hist. du théâtre celt., p. 391.)
Arsa, gout a ouses-te ober ar guegin ?