Pajenn:Braz Anatole - Textes bretons inedits.djvu/27

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
La Tulipe

Ober gueginet ?... Goelet emeus bet ane o nijal meur a voech, mais ober ne ont quet.

Ar hont

Ne gosean quet did deus a gueginet, deus boet da zibï...

La Tulipe

Ah ! ha ! vit da zibi boet ne meus biscoas cavet ma far.

Ar hont

Ha da ficha ane ?

La Tulipe

A vit an drase non quet.

Ar hont

Me ia da zisqui did. Comer a ri da guenta col ac a tibabi ane.

La Tulipe

Pab so enne ta ?

Ar hont

Polisson so achanout ! Ne quet se a laran did. Choas an tamo mat digant an tamo fal.

La Tulipe

Ah ! han ! Compren a ran.

P. 6-7.
{Hist. du théâtre celt., p. 393-394.)



VIE DE MALLARGE DE TRISTEMINE,
SA FEMME, ET DE SES ENFANTS
(Ms. de ma collection)


Mallargé

Ebien, ma friet, ari eo an delle
Da quement so er bet da gaffet liberte.
Evit ober chervat netra na espernier,
Na paour na pinvidic, quement a el ober.
Me ameus assinet ma ol abitantet,
Breudeur a quendirvi, ma ol bredesoret,