Pajenn:Braz Anatole - Textes bretons inedits.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Evït solemnissan en eur banquet leal
A rin ebars em si evit an de quentan.
Me so Roue Bagus voar ar mes hac en quer.
Dirac ar cheffo bras voar an dol em chesser ;
Hac a so direat da bep sort qualite ;
Partout em anaveer dreit pep re er hontre.

P. 3.
(Hist. du théâtre celt., p. 396.)



Mallargé

Mes abars mervel emeus hoant
Da rein dach avertissamant,
E vo goude ma maro en em gueret...
Pemp map o heus hac a so potret vat
Hac o tiou verch o sal er fat.
Bezet soursius a neze.
A chuy, clevoet, ma bugale,
Nam interet quet ; eur sotis e cafan.
Ma carjen bout dalhet da effan,
Ne voan quet hoas maro breman.
Mes hoas eur voes e hesperan
Eur voes ar bloa ressusittan.
Adieu, sivoas ! mervel a ran.
Mes evit ober malarge
Gant tud ma bro a ma hontre
Ma ne deuan evin tromplet,
Car esper emeus da donnet.
Rac se, ma lequet gant enor,
Evel ma ehon aman, em hador,
En eur gambr a so a drecq dusse ;
Ma lest eno voar guement se.
Mar gallan hoas caffet bue,
Me deuyo dam horf adare.
Ma ne deuan oar ben eur bloa,
Teulet an nen tu da vreinnan.
En dro dam sy eheus touffeso ;
Mat avoalch evo ma horf eno.
Ma desir emeus disclerriet :
Pa vin maro, groet a gueret.
Ayaou ! Ayaou ! Achu e da reus,
Paour ques Mallarge ! Poan vras e teus.
Achu eo ma houraihg ; e varvoan.
Ma soutenet : quean a ran.

P. 67-68.
(Hist. du théâtre celt., p. 401.)