Pajenn:Braz Anatole - Textes bretons inedits.djvu/30

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Marche

Na deut quet da qaquettal er gis se, merchet jauanc,
Hac en eur faisson al nin o rento contant.
A na deut quet da droug coms ves a acteur erbet,
Martesse effe hennez a alloch da gaffet.

{Hist. du théâtre celt., p. 409.)


VIE DE MOÏSE
(Êpilogue copié par Luzel, en ma possession)


Quent ewit finissan a po ar charite
Da dont choas d’hor clewet, mar be ho bolonte,
Da dont d’ho cannad, rac na pe ancoëzet,
An dever pep hinin a so dac’h oll gleet.
Na ne quet suramant ewit ho obligean,
Donnet en ho toës a tisquenno breman
Daou deuz an actorrien gant peb a plaat en dro,
Pep hinin ac’hanoc’h a reï ho deverio.
Rac dre ho madeles hac o civilite
Da donnet da vidomp ewit koanian fete ;
Goude an donezon a deufet da ober,
Nin a reï, gant graç Doue, eun tam cher-vad en berr.
Darn demeuz ac’hanoc’h a so libr a galon
A reï, da sicour koanian, pezio daou scoëdigenn,
Darn all pezio tri livr, pezio dek-raëllet,
Rac eur bagat mad homp, pa vefomp daspuignet.
Re-all a so aze couard gant ho mado,
Mes ewit quement-se eo mad ho c’halonno
Ac a distribuo en toës an actorrien
Demeuz a gouplado pezio dek-gwenneyen.
Anfin, tud a brudanç, ho dever oll eo se.
Goud a ouzoc’h kouls ac me hor neuz fraëzio ive ;
Da vezan eunn theatr placet ac equipet,
A dilaas dimp dija eun nao pe un dek scoët.
Ewit quement-se tout, pa na rofac’h netra,
A meuz ouz pep hinin ac’hanoc’h kals a joa,
D’hor bezan henoret demeuz a ho presanç
En pad an deziou-man, gant pep perseveranç.

(Hist. du théâtre celt., p. 411-412.)