Pajenn:Braz Anatole - Textes bretons inedits.djvu/33

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Aman es pou labour, pours ques Conan,
Da scrivan ar bresel dious da dra da unan.

Ne ran qued a von o scrivan a lech man :
Ar heillen hac ar hoen a sou ous ma nehan.

Conan a sou contand da sedin e vicher,
Rac ari e re gos da voud breman rimer.

Martel sou bed savant, voar a glevan lared,
Mes Conan a sou yve, eb dale e voelfed.

Conan sou contand da disquin he vicher
Dan inin aneus hoaind da nem ober rimer.
Ma, ma, Conan, te gemer poan spered
Evid ar recompans a sou dit prepared.

Arsa ta, Conan gos, poend eo dit breman
Scrivan eur senen deus a Genovefa,
Ma voelfeomb Golo gand e amourousted
Clasc poqued d’ar brainses ; mes me gred ne rey qued.

Conan, diavis oud re jenin da spered :
Goude ma vi maro, an tref man vo toled
A toled a goste,
Me lar did, Conan, gant da vugale.

Conan a nije rimed eun omb a istoairio,
Ma voelche e botred o len en e levro ;
Mes na ne qued da len e lequond o amser :
E maind e clasc an tu da antren er viser.

Horsa ta, Conan gos, red a vou agoutin ;
Evit quemer Avinon a vou red combatin.
Hac evelse, Jean gos, studiet ho quentel,
Rac divoar o tanve vou red or ar bresel.

Souden me renonsou dan etad a rimer ;
Ari on scuis o col lif, plu a paper.
Considerabl eo a me ary quer cos,
Nemed pa ven o scrivan na gemeran repos.