Pajenn:Braz Anatole - Textes bretons inedits.djvu/6

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
La seconde noïée

O maleur detestable! Petra eo quement man?
Credin a ran penos ezeo fachet Doue…
Ne voellan nemert dour corrompet dre oll.
Me larr adiou dar bed. Sivoas ! Esan da goll.

La 3e p. noïée

O pegen bras maleur a so ari voar ar bed !
An dut ac al loennet a so dija beuet.
Caer a meus sogeal ( ?), na choman voar an dour ;
Ne voellan tam douar evit enem sicour.
Ma Doue ! Ma hrouer, o pet ousin true !
Nam gret quet quen malurus efel an drouc Elle !

La 4e p. noïée

O fury ! O maleur ! O tempest infernal !
Petra eo an delug man a gonquer an douar ?
Nen deus manet deia na groague na merhet,
Na man voar ar bed man nan dint deja beuet.
Me songe bean exant dimeus an danger,
O voellet evoan chomet aman voar an uel.

Une femme avec un enfant

O Doue Eternel, oman eo ar glachar
A so ari, sivoas ! aman voar an douar !
Allas ! Ma hrouadur, te na enevoes quet
E tle breman da vam a te bean beuet.
Ne allan quet pelloch e drainan dre an dour.
Na te na me, sivoas ! nellomp enem sicour.

(Hist. du théâtre celt., p. 277-278.)


VIE DE SAINTE ANNE
ET DE SAINTE EMERANSIENNE
(Ms. de la collection de A. de la Borderie)


Ar belec bras a coms

Herve ma remerquan scler aman, ma sut quer,
Nen deus hinin hanoch choaset gant on Crouer
Da vean da Vary enep feson priet.
Bete hent na voelan fleuren aparisset.
Joseph, pe evit tra guenechu no heus quet
Digasset eur voalen, pam boa dech ordrenet ?