Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Ann Dero
Barzonek
War don : Klévomp, kôz ha iouank.
I
Kanomb holl and dero, roué ar c’hoajou brâz !
Kanomb holl, tûd iaouank, ha kanomb ar gwé glâz !
Krîz éo ann hini a drouc’h ann dervenned :
Allas! kémént a wé é Breiz zô diskarret !
II
Ar gwé a zô santel ! Ar Gorriked, bemnoz,
A zeu da gorolli war drô ann derô kôz ;
Hag ann Anaoun kéz, da sklerder al loar,
A skuill eno daélou, daélou war ann douar.
III
Gant hé zéliou stank brâz eunn derô kant bloasiad,
Ha gant hé vléô hîr war hé choug eur Breiziad
A zô ével daou vreûr : hep laret gaou,
Leun a nerz, a vuhé, krén ha kaled hô daou.