Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/101

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
91

Dalit va Flamberje, ive va c’hleze güen,
A meus-me goneet var eur Geant payen.
Ar c’hleze-màn a zo bet forjet gant Vulqin,
Armurier an ifern, en pales Proserpin,
Hac e deus ar vertu, m’en lavar en ur guir,
Da drêc’hi an houarn qercoulz evel an dir.
Ar re-ze a zo traou ne rofen qet anê
Vit Versaill ha Paris, na madou ar Roue.

Renod a zaill var Boyard hac a lavar :

Ah ! courajussa marc’h, va c’hender, ê emàn !
Mar er güel, ar Roue a c’hoantai aneàn.

Alard.

N’en dê qet necesser mont d’en disqüel deàn,
Rac emàn zo eur marc’h n'oe biscoas eveltàn,
En deveus gant e dreid moustret var ar yêot glas :
Leun ê deus a furi hac eus a gourach vras.
Pa zeziro va zad, ni yêlo da Baris ;
Me a gred e zomp oll deus ar memes avis.

Emon.

Me ya da bartia ; c’houi, hastit dont ive
Da bales Charlamagn, m’ho ped, va bugale ;
Pa vimp êru eno, parlantit gant douçder,
Bete gouzout penos emedi an affer.

Guichard.

It aroc, c’houi, va zad, da zaludi ’r Roue,
Ha lavarit deàn ec’h êruomp ive.

Richard.

C’houi, Mogis, a ranco chom amâ gant Boyard.
Hoguen me ho suppli da vea var ho coard
Pa deuimp d’o cavet, ha delc’hel prest ar marc’h ;
Eure a vo souezet, me a gred se avoalc’h.

Mogis.

M’ho ped, va c’hendervi, rebechit da Charles
Peguement ê deàn confusion ha mez