Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/102

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
92

Bea souffret laza va zad dre drahison ;
Ze a vo reprochabl d’e reputation.

Guichard.

Nebon ni er grayo, hep aprehantion,
En despit d’an dud vil ha d’o oll drahison.

Mont a reont ho fêvar da Baris.


————

Pemzecvet Dialog.

Charlamagn hac e e suit a antre dre eur c’hoste ;
Fouqes, Ganelon hac o c’honsortet dre eun all.

Charlamagn.

Arça eta, Fouqes, ha c’houi, Comt Ganelon,
Rentit deus ho peach bremàn din-me rêson.

Ganelon.

Ar rêson ê-ta, Sir, m’hon eus cavet Beuvet
O tont varzu Paris gant daou-c’hant den armet,
Hac hon eus o lazet, nemet pêvar hepqen :
An nemorant anê zo sec’het o c’hroc’hen ;
Ha grêt d’ar pêvar-ze renta Beuvet er guêr
Er fêçon ma voe grêt ive d’ho mab Lohier.

Charlamagn.

Eun tol fall oc’h eus grêt, a gredàn, Autrone :
Daouest penos e teuy an affer goude-ze.

An Duc Emon a antre e-unan hac a lavar :

M’ho salud humblamant, Roue ar Francisien ;
Deut òn c’hoas d’ho pales hac ive va mibien,
Evit temoigni dêc’h m’ar boamp n’em absantet
Eus ho pales, va Frinç, ne voa qet hep sujet.

Charlamagn.

Ne roàn dêc’h nep blam evit se, Duc Emon,
Rac ajisset oc’h eus gant prudanç ha rêson.

Emon.

Ne allàn qet ampech gouscoude, Ampereur,