E tennin sur venjanç abred pe diveat
A varo va eont, demeus an draitourien ;
E maint euz va c’hlêvet ; mes me ne zoujàn den :
Nep zo drouc en e gôf digasset-àn ermes,
Ha ni velo a neuze hac én en deus adres.
Charlamagn.
Chevalier orgouillus, ro din paciantet,
Pe me a rayo did diverrât da gaqet.
Lazet e zê va mab, Beuvet a zo ive :
Tra evit tra bepret, bue evit bue.
Rac-se e tifennàn dêc’h comz ouzòn biqen
Demeus a guementse, rac terri rit va fenn.
Renod d’e vreudeur :
Eun nebeudic amzer arrêtomp hor langach ;
Goude ni a gomzo gant muioc’h a gourach.
Salomon a Vreiz.
Pa oc’h eus appeset bremàn an debat-mâ,
Servichet ê an dol, poent ê eta leina,
Mac’h evimp eur banne an eil da eguile,
Evit n’eur bardoni dre eur güir garante.
Charlamagn.
Arça-ta, Autrone, qement a zo presant,
Antreit er zal vras, ma leinimp prontamant :
Pa en dévo debret hac evet pepini,
Ni n’em divertisso hervez hor fantazi.
————
C’hoezecvet Dialog.
Bertelot ha Renod a antre.
Bertelot.
Bremâ p’on eus leinet, Renod, ha c'houi e teur
Dont da c’hoari damier e spaç eun anter-heur ?