Avancit ho pasiou c’houi oll, Tadou a Franç ; An Tadou a Franç a antre. Richard a Normandi. Petra zo c’hoarveet, mar criit d’an assot ? Hernier. Afei, niz ar Roue zo lazet gant Renod. Ripus. Ret ê en em venji bremàn deus an traitour... Tri vreur Renod a antre. Renod. Clêvit, Tadou a Franç, c’houi ê an draitourien ; Fouqes. Saillomp oll a vagad var an dud milliguet ; Alard. Nebon, a nebeudou, Fouqes ha Ganelon, Galeran. N’hor menacit qet re, cos pêvar grougaden, Tud ar Roue a zaill var Renod hac e vreudeur, pere en em difen Mogis. Courach, va c’hendervi ; êru òn, d’ho sicour : Renod a bign var Boyard, pehini a lamp hac a zaill a deo hac a glei. Ganelon. Credi ràn e yint qüit, ar vuntrerien traitour. |
Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/106
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
96