Guichard.
Ec’h eomp, va mignon, ha p’o pe c’hoas sicour.
Grifon.
Allas ! achapet int ; lezomp-i vit an heur :
An nep a yêl re dost en devo sur maleur.
Charlamagn a antre hac a lavar :
Petra zo c’hoarveet, ma rit ar seurt fougue ?
Ha n’en deus den respet evit tî ar Roue ?
Richard a Normandi.
Pa glêfoc’h ar sujet, c’houi fougueo ive :
Cetu lazet ho niz Berlelot, va Roue,
Bremâ-zouden vantan gant mab ena Emon
E voa êt goude lein d’ar recreation.
Charlamagn.
Ah ! ligne miserabl ! ha possubl ve biqen
Nemet bepret maleur n’em bo diouzoc’h qen !
Mes, redit oll varlerc’h an dud abominabl :
Me varvo sur mar chom o c’hrim impunissabl.
Oger-Danoa.
Allas ! va Ampereur, êt int dija güell bell,
Rac redec a reont qer prim hac an avel.
Pa voamp memesamant terrupla en assot,
En deus roet Mogis eur marc’h caer da Renod ;
Eur marc’h an terrupla a voe, hep nep egard ;
Me gred parfetamant e voa ar marc’h Boyard.
Pa voe pignet Renod var ar marc’h terrupl-se,
Voa capabl e-unan da repous eun arme.
Charlamagn.
Ah ! êru ê en Franç ar c’hos sorcer Mogis !
Me voar bremàn perac ez ê lazet va niz.
An Duc Emon a antre, ha Charlamagn a c’houlen outàn :
Petra ê qement màn ? lavarit din, Emon :
Coupabl oc’h-u ive ebars en drahison ?
Emon.
Petra zo c’hoarveet ? lavarit, Autrone...