————
Trivac’hvet Dialog.
An Duqes Emon hac e Bugale.
Renod d'e Vam :
Bonjour dêc’h, va mam guèz, evel mibien güirion ;
Deut omp d’ho saludi deus a greiz hor c’halon.
An Duqes.
Ha chommet ê ho tad c’hoas ebars er pales ?
Perac n’en dê qet deut ganêc’h-u assambles ?
Richard.
Chommet ê c’hoas hon tad en pales ar Roue
Da ober eun affer er glac’haro goude.
An Duqes.
Lavarit din, Renod, petra zo c’hoarveet,
Rac, hervez a velàn, oc’h deut d’ar guêr fachet.
Renod.
Dre fachiri omp deut, me anzav ouzoc’h se :
Lazet meus Bertelot, e niz propr d’ar Roue.
Êt e voamp goude lein da c’hoari an damier,
Ma ê bet Bertelot qer choqant ha fier
D’am henvel mab ar c’haign, ha rêi din eur façad
Gant qement a furor qen a deue ar goad.
Mes me a meus calon, ha ne vouezis biqen
Souffri nep insolanç, ma tigoris e benn.
An Duqes.
Va C’hrouer beniguet ! m’ho ped d’am c’honsoli,
Pe e yàn da vervel gant ar velanconi.
Oh ! Renod, grêt oc’h eus, allas ! eun action
A gousto meurbet qer da oll ligne Emon !
It prest d’am c’habinet ha qemerit arc’hant,
Ha sortiit a Franç bremàn incontinant ;
Rac evit ar Roue, en em assurit mat,
En em venjo ouzoc’h abret pe diveat.