Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/116

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
106


Renod.

Hanvomp aneàn-ta : ar C’hastel Rochefort.
Bremàn pa ê hanvet, demp ennàn da bourmen ;
Deus an tour ni velo ar forest vras Darden.

Mont a reont da visita o C’hastel.


Fin eus an Eil Act.


TREDE PROLOG.

————


Compagnunez santel, vertuus ha discret,
Me ho ped da exerç c’hoas ho paciantet,
Hac e velfoc’h ar fin demeus an Dragedi,
Nemet scuiza’ rafemp ac’hanoc’h gant anui.
Cetu grêt eur c’hastel gant bugale Emon ;
Mes attaqet e vint en alies fêçon :
O zad memesamant, ennes vo an hini
A deuyo da guenta evit o attaqi.
Me ho ped da zònjal pebes tra dinatur
E da eun tad enclasq bue e grouadur !
Mes p’en devoa Emon, en presanç ar Roue,
Bannisset e vibien, e rànqe ober ze.
An Impalaer Charles gant an Tadou a Franç
A attaqo anê gant peb seurt violanç ;
Mes bugale Emon a voa tud a gourach,
Ha ne allient cavet varne pep avantach.
Pa ne allet dre nerz trec’hel mibien Emon,
E voe sònjet c’hoari oute dre drahison.
Ma voent oll var ar poent da vea qemeret,
O credi re facil d’eun traitour deguizet.
Anfin, pa na ellet o laqat da vervel,
E voe laqet an tân varne en o c’hastel ;
Neuze voe contraignet ar Chevalierien guèz
Da c’hrilla gant an tân pe da redec ermès.
Neuze mibien Emon hac o c’hender Mogi
A yas da glasq o chanç vit en em repui ;