Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/118

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
108



ACT III.


Quenta Dialog.

Charlamagn hac e suit.

Charlamagn.

M’oc’h assur, Autrone, Princet ha Baronet,
E varvàn gant glac’har hac impaciantet
En defot ne allàn dont da denna venjanç
A vugale Emon demeus o insolanç.
Birviqen ne allàn pardoni da Renod
Bea lazet em zi va niz qèr Bertelot.
Rac-se e chasseàn deus va Rouantelez
Ar pèvar mab Emon etro pad o buez.
Bremàn me a ro urz dêc’h oll en general
Da glasq laqat an dorn var an dud disleal ;
Da ober ho possubl evit o renta din,
Ha beit certen mat en ho recompancin.

Grifon.

Sir, ô va Ampereur ! hervez a meus clêvet,
Ez ê mibien Emon en em fortifiet
Ebars en eur c’hastel o deus laqet ober
Var bord rivier ar Meus, n’eus qet pell a amzer ;
Eur c’hastel hac a zo, a glêvàn, imprenabl,
Fortifiet partout gant eun art admirabl.

Charlamagn.

Autrou an Duc Grifon, me ho trugareca.
O clêvet ho comzou me a meus calz a joa ;
Rac me zònje voa êt an dud milliguet-se
En eur vrô ne aljen biqen n’em venj oute ;
Mes, hervez ho comzou, e medint c’hoas a dost ;
Rac-se eta, Hernier, c’houi ranco mont en post