Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/119

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
109

Bremâ-zouden vantan d’ar guær eus a Zordon,
Ha lavarit buan d’an Duc eus a Emon
Dont qerqent da Baris vit ma comzin outàn,
Ma ellin bea sur da gonta varneàn.
Ia, me fell din mont, hep dale eun instant,
Da velet contenanç e vibien insolant,
Hac e rànqo Emon dont d’hor zicour ive
Evit assieji castel e vugale.

Hernier.

O Ampereur puissant ! pa rit din ar faveur
Da zont d’am implija evel Ambassadeur,
Me ya bremâ-zouden betec an Duc Emon,
Da lavarat deàn oc’h eus intantion
Da velet aneàn dirac ho Majeste :
Me ya en beach, Sir, hervez ho polonte.

Partial a ra evit mont da gaout an Duc Emon.


Charlamagn.

Ha ni n’em breparomp gant calz eus a ardeur
Evit mont da velet Renod hac e vreudeur.

————

Eilvet Dialog.

An Duc hac an Duqes Emon.

Emon.

Bonjour dêc’h, va fried ; contristet ho cavàn :
Pelec’h mâ hor mibien ? n’o güelàn qet amàn.

An Duqes.

Allas ! ne ouzòn qet en pe bro ez int êt ;
Mes, lavarit petra ê dêc’h bea souffret
Hor mab ena Renod da laz’ niz ar Roue ?
Qer e vo güerzet se dêc’h ha d’oc’h oll ligne.

Emon.

Penos dont d’er souffri ? Tromplet bras oc'h en ze
Me n’en dòn pelloc’h mestr, allas ! d’am bugale,