Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/125

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
115

P’hon eus an avantaj da gaout en hor c’hontre
Tud zo qer generus eveldoc’h, Autrone.
Ni rêi dêc’h asistanç demeus hon oll bouvoar
Epad an oll amzer ma vimp var an douar ;
Mes ezom bras oc’h eus da vea preparet
Da ober resistanç ouz hoc’h enemiet.
Ar Roue Charlamagn hac an Tadou a Franç
Zo en em assamblet gant calz eus a buissanç
Da zonet d’ar vrò-màn evit hon distruja ;
Rac-se n’em breparit da resista ountàn.

Richard.

Me ho trugareca dre garante barfet.
Me vel bremàn ez oc’h fidel en hon andret
Ouz hon adversourien ; attaqet vimp ervat
Gant arme ar Roue, abred pe diveat ;
Rac Charlamagn en deus ouzomp ambition,
Qen a garfe diffram gant e zent hor c’halon ;
Mes mar teu d’ar vrô-màn e cavo e valeur,
Ha pa rancfemp mervel er moment hac en heur.

Renod.

Antreit em c’hastel, Autrou ar C’hont Samson,
Ha c’houi oll, Autrone, ma raimp colation ;
Hoguen a visiqen na veomp qet couard
D’en em fortifia, da redoubli hon goard,
Evit dont da receo an Impalaer Charles :
Mar teu d’hor bisita en em gavo dies.

————

Pempet Dialog.

Charlamagn hac e suit a antre.

Charlamagn.

Pa omp rafrêchisset, demp eta gant ardeur
Da visita castel Renod hac e vreudeur ;
Neus fors peguer crén ê rentet sur o chastel,