Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/133

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
123


Charlamagn.

Renod, me ordren dêc’h abeurs va Majeste
Da cessi ar gombat, d’en em denn alesse.

Renod.

En em dennomp, va zud, pa ordren ar Roue :
Just ê ober deàn eur seurt civilite.

Richard.

Ne ran van a Roue nac eus a Rouanez ;
Ar c’henta a baqàn, m’em bo sur e vuez.
Mar tizàn ar Roue, m’en toucho hep egard :
Courach eta, Renod, na veomp qet couard.

Charlamagn.

C’hoas eur vech, p’ho pedàn, fe a Roue a Franç,
Renod hac ho preudeur, it demeus va fresanç.

Renod.

Halt !... Arrêtomp oll crac ; reposomp hon armou :
An neb a avanço, m’en lazo sur, m’en tou.
P’en deus c’hoant ar Roue e cedfemp ar gombat,
Sentomp eta deàn, hac en eur gavimp mad.

Renod hac e dud a cess da gombati hac a retorn d’o c’hastel.


Nêm.

O va Roue puissant ! peguen bras domaj ê
N’en dê grêt peoc’h Renod dirac ho Majeste !
Aboue ma màn ar bed en e greation,
Ne voe tud qer vaillant evel mibien Emon.
Ma ve peoc’h entrezoc’h, ec’h alfec’h mont hep douet
Da ober ar brezel d’an oll infidelet.

Charlamagn.

Ne gomzit qet a beoc’h, Duc a Nêm, m’ho suppli :
Ne ouffen birviqen donet d’o fardoni.
Ret ê en em venji a varo Bertelot,
Ha gouscoude bremàn ê plijet din Renod,
Pa en deus em reqet cedet ganén ar plaç.
Hoguen e vreur Richard a dec’ho ouz va faç.
Dre e gomzou en deus offancet ac’hanòn ;