Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/14

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





AN IMPRIMER D’AL LENNER.


————


An diguemer meurbet favorabl e zeus deurvezet ober d'an diou edition guenta demeus a Vuez ar Pêvar Mab a Emon, hon angach da bublia un deirvet, evit plijadur ha satisfaction hor c’henvroïs qer eus a Vreiz.

Evel m'hor boa en lavaret, eun niver bras a gopiou hor boe ar boneur da gaout, gant calz a boan, en meur a barros, ha dre ma voant scrivet en meur a fêçon, e voant dies bras da dichiffra, evit o laqat oll en eur reiz vad, goude beza bet oblijet d'o beur-scriva oll en antier. Mes dre ar mall bras a voa da gaout al levr, n'hor boe qet an amzer necesser evit e gorrija ervat.

Hirio hon eus laqet muioc’h a eves c’hoas evit e renta parfetoc’h, en eur reiza calz a rimou a voa dibarfet, hac e vo güelet gant plijadur, a gred demp, an Act 6 ha diveza, pehini a voa en pros, laqet bremàn en rim, ar pez a rento ezetoc’h ar fêçon da ellout represanti an Drajedi-màn en e antier.

Ra deuyo ar vuez burzudus-màn da laqat hor c’henvroïs qer da dremen eur moment benac a blijadur, azeet eo dro d’an tân, en nosveziou hir eus ar gouân. Se eo hor brassa dezir.


————