Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/146

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
136

Pe me gant va c’hleze a rêi dêc’h eur flipat
Hac ho po goude ze labour d’en em lipat.

Hernier.

Eur c’holic violant zo deus va zourmanti ;
Digorit din ar porz ma c’hin da bourmeni.

Deland.

Pourmenit er c’hastel qement hac a guerfet ;
Mes evit sortial, certen ne refot qet.

Hernier a denn e gleze hac a dosta ouz ar zantinel.

Ha sònjal a res-te, lavar, cos intourdi,
Ne meus qen da ober nemet dirêsoni ?
Pa na gueres ober eun darn eus va souhet,
Me a laqai bremàn da benn bras da lamet.

Trec’hi a ra e benn da Deland, hac e cuntunu da gozeal,


Pa meus troc’het e benn, m’en tolo en douvez,
Ha bremàn, pa garin, me zortio ermes.

Qemer a ra an alc’hoe, hac e tigor an nôr.


Bremàn meus an alc’hoe eus a gastel Renod ;
Me rêi deàn embêr ober eun danç d’an drot.

Sortial a ra da vont da gaout arme ar Roue
er c’hoad, hac e lavar :


Me ya bremàn da vont d’avertissa va zud
Da antren er c’hastel hep ober nep tam brud.
Ha c’houi zo preparet, lavarit, Autrone,
Da livra ar c’hastel Rochefort d’ar Roue ?
Me meus grêt gant va dorn eun tol a zo adret,
Rac lazet ê ganén an nep a rê ar guet ;
Alc’hoeyou ar c’hastel zo em possession :
Bremàn-ta antreomp gant peb seurt hardisson.

Grifon.

Commancet mat oc’h eus ; tachomp da achui :
Rac-se, va mignonet, bremàn ê ret demp-ni
Mont oll directamant ebars en cambr Renod ;
Hoguen me ho suppli, na veomp qet qer sod
Da vanqout d’e erren qercoulz hac e vreudeur,
Evit m’o fresantfomp dirac an Ampereur ;