Hac ar sorcer Mogis, mar gallomp en attrap, Hernier. Ebars er basse-cour emâ ar C’homt Samson Arme ar Roue a antre er c’hastel gant e ———— Pemzecvet Dialog. Mogis a zaill eus e vele hac a red da gambr Renod. Va c’hendervi Renod, Richard, Alard, Guichard, Ar pêvar mab Emon a lamp var o armou hac en em bresant. Renod. Ha possubl ve penos e ve nep trahison ? Mogis. Cetu tud ar Roue dija mestr en donjon. Renod. Cetu ni trahisset bremàn, va breudeur qèr : Richard. Disqennomp prest d’an traon da gaout hon enemi ; Renod. Ah ! traitourien infam ! n’en domp qet c’hoas lazet ; Galeran. En em dennomp ac’hann, p’otramant omp maro ; Tud ar Roue, nemet Grifon hac Hernier, a zorti eus ar c’hastel. |
Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/147
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
137