Renod.
Orsus, serrit ar porz, Samson, var ar re-ze ;
Hac e ve mil anê, e collint o bue.
Greomp enor hon tî d’an draitourien fall-màn ;
Ar c’henta a drappàn, me zraillo aneàn.
Alard.
Ha c’houi en em denno, tud vil ha traitourien ?
Scarza a refoc’h sur, pe leusqel ho croc’hen.
Mogis.
Distroomp var hor c’his, va c’hendervi fidel,
M’hor bo soign deus ar re zo chommet er c’hastel.
Samson a zigor an nôr ; Renod, e vreudeur ha Mogis a antre.
Guichard.
Piou ê a zo chommet ? lavarit din, Samson.
Samson.
An daou traitour brassa : Hernier, neuze Grifon.
Renod.
Ar re a zo chommet, efei, ne vo qet goap,
Ret e vo rêi dêze peb a golier ganap.
Allòn, demp da erren an dud fall milliguet ;
Biqen ne reposàn qen na veont crouguet.
Mont a reont d’o c’herc’hat.
————
C’hoezecvet Dialog.
Renod hac e suit ; Griffon hac Hernier garotet.
Renod.
Ah, cos monstr infernal ! evel Judas, Hernier,
E coannia eus va daul em trahisses neizer !
Goude m’out repuet ganén ha va breudeur,
Ez out infam avoalc’h da glasq demp-ni maleur !
Ha grêt ec’h eus-te ze ac’hanout da-unan ?
Discarg da gonscianç, mab ena da Satan ;
Pe ma ê eur re all o deus da iscitet :
Lavar ar virione, ha ne nac’h tra ebet.