Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/15

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5


QENTA PROLOG.
————


Assamble enorabl, carguet eus a brudanç,
Prizit, mar plich ganêch, va zelaou en silanç :
Me deu d’ho saludi gant enor ha respet,
Pa rit din an hini da zonet d'am c’hlêvet
Da selaou recita eun Histor pehinin
Hoc’h interesso sur, hervez a zeblant din ;
Ha mar plich gant Doue rêi d'am speret sclerdet,
Me a disclêryo dêc’h gant pep seurt parfetet.

N’en dê qet va dessign, compagnunez prudant,
Ober dêc’h eun discours a gomzou eloqant,
Rac aon na ven dêc’h oll calz re importunus :
Mar dê hir hon histor, ni ho ped d'hon excus.

Poent ê, compagnunez, commanç gant hor matier,
Da zisclêria ar Vuez a bêvar Chevalier,
Ar vaillanta biscoas a zo bet e renom,
Pere voa bugale d'an Duc vaillant Emon,
Brava tud voe james certen var an douar ;
O hano voa : Renod, Guichard, Richard, Alard.
 
En amzer ma renent, e voa Roue en Franç
Ar vaillant Charlamagn, carguet eus a buissanç.
O buez zo figur, nep a garre compren,
Ar brezel rigourus voa n'eus qet pell o rën ;
Ha ne bresant demp-ni nemet brezel sanglant,
Armeou nombrus bras a zoudardet vaillant.
Autor ar brezel-ze, den vên ha divergont,
A voa an Duc Beuvet demeus a Egremont,
A vassacras Lohier, mab unic ar Roue,