Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/153

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
143


Guichard.

Demp eta pa guerfoc’h, Renod, va breur ena ;
N’hor bo repos abet pelloc’h er c’hastel-mâ.
C’hoas ez omp evurus bea bet preservet
Demeus an drahison a voa demp preparet.
Demp-ni da eur c’havarn, me voar pelec’h e mâ,
Hac hor pellai teir lêo demeus an andre--mâ ;
Ha dre ar voyen-ze ne veomp qet santet
Gant tud an Ampereur na gant re e Brincet.

Renod.

Ni heuillo hoc’h avis, va breur Guichard timat.
Adieu ta, Rochefort, gant calz a huanad :
Doue da rêi demp graç en amzer da zonet
Da gavet qercoulz chanç hac hon eus amàn bet.

Charlamagn.

Cetu castel Renod pulluc’het gant tân goal,
Gouscoude ne velàn hini o sortial.
Eun dra vras, Autrone, ê sònjal lavaret
Dre be hent ec’h alfent bea en em dennet.

Richard a Normandi.

Ha sònjal a rit-u ar sorcer bras Mogi
Ne ra qet peb tra oll hervez e fantazi ?
Ennes en deus grêt dê en em denn qer subtil :
Ebars en art Merlin ez ê meurbet habil.

Charlamagn.

Arça eta, Emon, bete’n heur a vremàn
Ne meus qet lec’h d’ho plam, qent se en ho meulàn ;
Rac-se ho supliàn c’hoas da guntinui
Da ober em reqet eun dra d’am fantazi :
Ret ê dêc’h qemeret, Emon, daou rejimant
Deus va Chevalierien, pere zo tud vaillant,
Evit monet d’ar guêr da ober eur bale ;
Marteze e cafoc’h dre chanç ho pugale.
Mar gallit o attrap, rentit prest din anê.