Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/159

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
149


Mogis.

Ne rit qet re bompad, Galeran, va c’hredit,
Ni a rêi dêc’h labour evel a veritit.
Tennomp hor c’hlezeyer, va mignonet, timat :
Goell ê ober abret eguet re diveat.

Renod.

O va Doue ! va zad, pellait diouzòn ;
Pa ho qüelàn amàn, e ra poan d’am c’halon.
Lezit tud ar Roue ha ni da gombatti :
An neb a vo ’r c’hrénva a c’honeo ’r barti.

Emon.

Renod, parlanta rit just evel eur poeltron ;
Mar lezit ho qemer ho po confusion.
Allòn, va mignonet, mar deus hini am c’har,
Laqit e adversour pepini d’an douar ;
Me a ya da gommanç biannât ar vanden :
Cetu ar C’homt Samson e benn var an dachen.

Discar a ra e benn da Samson.


Renod.

Oh tad dinaturel ! vaillanta den am boa
Oc’h eus din-me lazet ; birviqen ne ràn joa.
Me en tou, penevert offanci va Doue,
Me rafe ive dêc’h memes tra hep dale.
Evidoc’h, mar gallàn, n’ho po sur drouc abet ;
Mes me a zavo darn demeus ho mignonet.

Laza ra Henori.


Ripus.

Redoublomp a furor, me ho ped, Autrone :
Lazet ê Henori, mignon bras ar Roue.
Pa n’o devije grêt qen bugale Emon,
E véritont certen eur goal bunition.

Isakar.

Evit ar C’homt Samson hac e Chevalierien
A yêlo deus eun tu da zec’ha o c’hroc’hen :
Me meus unan ive da gresqi ar barti.

Laza ra un Ecuier.