Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/162

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
152

Ha neuze var hor pouez ec’h alfomp conferi
Var pe zu ec’h ayomp vit en em repui.

Renod.

Ra veo beniguet ar moment hac an heur
Ma oc’h-u bet ganet var ar bed-màn, va breur !
Ouspen ma oc’h eun den courajus ha vaillant,
E roit demp conseill hac a zo excelant.
Demp eta er forest d’en em rassazia
Deus a c’hriou louzou, pa na gavomp qen tra.

Antre a reont er forest.


————

Unanvet-Varnuguent Dialog.

Charlamagn en e bales, hac e suit, a lavar :

Me a garfe gouzout hac an Duc a Emon
En devo bet clasqet mat an occasion
Da gavout e vibien ha livra dè combat :
Ma ell o c’hemeret, e rêi eun dra d’am grat.

Nêm.

Sir, me a vel Emon hac e Chevalierien,
Ha n'o deus qet gante eus a brisonerien.

Charlamagn.

Petra oc’h eus-u grêt ? Lavarit, va zud qèr.

Emon.

Eun dra ar c’hruella a vouijen da ober.

Charlamagn.

Lavarit din buan petra oc’h eus bet grêt :
C’houi oc’h eus qeuz dija, er fêçon ma comzet.

Emon.

Mont a rejomp-ta, Sir, dre ho permission,
A siech Rochefort entrezec ha Dordon.
Pa voemp prest da antren en forest bras Arden,
Ni a gavas Renod hac e Chevalierien,
Hac int rentet qer scuis, qen e voant oll cousqet