Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/164

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
154

Ret vo ober moyen ma vo güir ho comzou,
Rac me a zo rebech ha mez d’an oll dadou.

Fraillet e galon gant an indignation, e lavar d’ar Roue :


Ia, mar tro em penn, goas a ze vo ganêc’h,
Birviqen davantach ne rentfen servich dêc’h.

Hac e ya qüit.


Charlamagn.

Me gred ez ê fachet an Duc côs a Emon !

Oger-Danoa.

Bet assur, va Roue, n’en dê qet hep rêson.
N’en deus qet espernet assur e vugale :
Ni a voa oll presant ha testou deus a ze.
Hac e vijec’h ganemp, daoust ma lavaret,
Ne rajec’h qet ouspen eguet hon eus-ni grêt.

Nêm.

Evit se, va Roue, neus qet sur a rêson
Da zont en nep fêçon da rêi blam da Emon :
Bea ê den d’e c’hir, a ze me en assur ;
Birviqen ne garfe dont da vea parjur,

Charlamagn.

Me gred ne chomo qet Emon pell en coler :
Distroomp d’ar pales, me ho ped, va zud qer,
Evit ma tisqüisfoc’h, rac me gred oc’h fatic,
E clasq tenna venjanç deus a bemp louidic.

Antren a reont tout er pales.


————

Daouvet-Varnuguent Dialog.

Ar Pêvar Mab Emon ha Mogis.

Renod.

Selaouit, va breudeur, ha c’houi ive, Mogi :
Pa deuàn da zònjal, òn prest da gonnari.
Penos ! ni a zo tud deus an nopla ligne :
A guement zo en Franç, an oll dud a voar ze,
Hac ê ret demp bremàn beva bars en eur c’hoad