Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/167

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
157

Er prometti a ris ; ne greden qet refus ;
Dindan boan da vea tamallet ha cablus.
Entre rivier ar Meus ha forest bras Arden
O devoa batisset eur c’hastel va mibien ;
Pa êrujomp eno, e voe assiejet
Ha grêt an oll effort evit o c’hemeret,
Pa n’ellemp o c’hemer, tud cri ha dirêson
A zêvas o c’hastel dre eun tol trahison ;
Neuze hor bugale hac o c’hender Mogi
A rancas sortial vit en em repui.
Evit se ar Roue ne voa qet c’hoas contant,
Ma roas din ractal eno tri rejimant
Evit dont da Zordon assambles ganén-me,
Da c’hout ha me alje cavet va bugale ;
Ar fortun em enep a zo bet qer ponner,
Ma meus o rancontret pa voan o tont d’ar guêr.
Renod hac e vreudeur, hac o c’hender Mogi,
O deus cavet moyen d’en em savetai ;
Hoguen an nemorant, allas ! demeus o zud
Zo lazet var ar plaç evel al loened mud.
Neuze’ yis da Baris da laret d’ar Roue
Em boa-me evelse trêtet va bugale ;
Mes elec’h caout graç vat, en deus din rebechet
Penos em boa anê expres re espernet.

An Duqes.

Ra vezo beniguet ar moment hac an heur
M’och eus recevet blam digant an Ampereur !
Ma carje ho pea bet laqet er prison,
Neuze me hoc’h assur e tridje va c’halon.
Lavarit din, tad cri ha pried qen digar,
Pe c’houi zo hugunod, pe c’houi a zo barbar ?
Rac n’en dê qet possubl penos e vec’h christen,
Pa oc’h qer cruel-ze eus ho crouadurien.
Ha c’houi c’heus-u biscoas güelet den er bed-mâ