Nac ive en nep brô oc’h ober eur seurt tra ?
Ne dalfe qet e nac’h, crena ra va c’halon
Ne denfec’h eus Doue ar valediction.
Emon, mantret gant ar brassa glac’har :
Oh ! possubl ve, Emon, ha possubl ve ta c’hoas
E pe da resista nerz d’eur rebech qer bras,
Da anduri injur ha qement a c’hlac’har !
Perac n’òn-me lonqet en calon an douar !
Rac ne meus nemet blam deus abeurs ar Roue,
Ha muioc’h c’hoas demeus abeurs va bugale.
Ouspen ze, va fried, elec’h va c’honsoli,
A laqa ac’hanòn c’hoas da beur-gonnari.
Nan, nan, ne ouffen mui souffri eur seurt injur ;
Me ya da chasseal gant an displijadur,
Da c’hout ha me allo recrei va speret :
Me gred e trelatin ma ne gavàn remed.
An Duqes.
Va fried, deut d’ar guêr, humblamant p’ho pedàn.
Emon.
Nan, nan ; re oc’h eus bet va dispitet bremàn.
Sortial a ra evel eun den disezperet.
————
Pêvarvet-Varnuguent Dialog.
Renod, e Vreudeur ha Mogis.
Renod.
Cetu ni-ta rentet bremàn tost da Dordon ;
Ne dalfe qet e nac’h, glac’har zo em c’halon,
Pa deuàn da zònjal er peoc’h hac er repos
O deus tud ar vrô-màn hac en de hac en nôs ;
Ha ni zo bugale lejitim d’un Autrou,
Hac a renq habita bremàn er forestou !
Me a vel tî va zad, ar pales magnific,
El lêc’h m’omp bet ganet, pa voamp-ni bianic,