Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/169

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
159

Mignon ha delicat gant peb contantamant,
Ha bremàn omp chasseet evel an ærouant.

Guichard.

N’em gonsolit, Renod, ha lezit qementse ;
Ni disfe c’hoas eur vech possedi hon danve.

Renod.

Demp, en hano Doue hac ar Verc’hez Vari,
Da c’hout petra a zo a neve en hon tî :
N’ouzòn qet, va breudeur, ha ni ’r bo receo vat,
Hep bea goulennet assuranç eus hon tad ;
Dre ma ê den cruel ha fidel bras d’e le,
Marteze e rafe hon renta d’ar Roue.

Alard.

Ne zònjit qet, Renod, ebars er seurt creden ;
Rac n’en dê qet va zad eun den qen inhumen
Da zont d’hor goaldrêti ; mes qent se e sònjàn
P’hor güelo deut d’ar guêr, e vo calz joa ennàn.

Mont a reont da dal o zî. En instant daou vourc’his a zel outo.


Ar C’henta Bourc’his.

Petra ê ar re-màn ? lavarit, va mignon ;
Biscoas eur seurt trubuill ne zeus bet em c’halon
Evel a meus bremàn, pa meus-int rancontret ;
Me gred ez int monstrou, p’otramant sovajet.

An Eil Bourc’his.

Biscoas, me hoc’h assur, ne velis ar seurt tud ;
Be o deus apparanç demeus a loened mud.
Me gred parfetamant penos ez int monstrou :
Ne chommomp mui amàn, hastomp hor c’hamejou.

An daou vourc’his a red qüit, ha bugale Emon a chom etal an nôr.


An Duqes Emon.

Ne gredàn qet e ve merc’h o touguen bue,
E deus lec’h da voela assur qement ha me.
Me am boa pêvar mab vaillant ha redoutet,
Brava Chevalierien a vouijet da velet,
Hac ez ê ar fortun deut dêze qer ponner,