A zo terrupl poaniet gant ar Roue Bourgogn ;
Mar deu ar Roue Yon joaüs d’hon accepti,
Ni rêi deàn sicour da vont d’e enemi ;
Hoguen mar hon refus en respet Charlamagn,
Ni yêl bete Bourgogn hep ober tam bargagn :
Ennes hon recevo hep cavet nep soupçon,
Balamour ma omp tud hac o deveus calon.
Renod a bign var Boyard hac a lavar :
Ne voejac’h qet, Mojis, lavarat biqen güell ;
Rac-se, va mignonet, qerzomp-ta da Vourdel,
Da saludi Yon qent ma vo fin an de,
Ha da offr hor zervich neuze d’e Vajeste.
————
Trivet Dialog.
Ar Pêvar Mab Emon ha Mogis.
Richard.
Êru omp er vech-màn, va breudeur, en Bourdel ;
Pourveomp lojeis, n’oufemp qet ober vell,
Hac ec’h alfomp monet varc’hoas eus ar beure
Da renta hon respet humblamant d’ar Roue.
Godefroa.
Salud, Chevalierien, demeus a vouir galon,
C’hoant a meus da c’houlen, gant ho permission,
Pa oc’h deut d’ar vrô-màn, petra ê ar sujet.
C’houi a zo brava tud a meus biscoas güelet.
Alard.
Ni zo Chevalierien nobl a extraction,
Hac hon eus qemeret ar resolution,
Da vonet dre ar vrô evellen da vale,
Da glasq eur Prinç benac pini hon implichfe ;
Rac-se lavarit din, me ho ped, va mignon,
Hac én a zo er guêr ar Roue nobl Yon.