Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/189

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
179

En em rejouissit gant joa en ho calon,
Pa ê deut d’ar vrô-màn Renod hac e vreudeur,
Hac o c’hender Mogis, ne vint qet pell nemeur.
Dre o c’hourach ardant e refont ar voyen
Da ober dêc’h trec’hel var hoc’h adversourien.
Ne voe Chevalierien biscoas var an douar
A guement a ve bet deze egal na par ;
Hoguen evel biscoas na varvas gant anui,
Ar Roue Charlamagn dre certen jalousi,
O credi goal deodou en deus-e banisset
Deus e Rouantelez hep rêson na sujet.

Fosson.

Autrone generus, mar carit va c’hredi,
Na chomfomp qet pelloc’h amàn da rêsoni ;
Mes partiomp buan evit rancontr Bourgogn,
A laqa ar ravach partout dre ar c’hanton ;
Seulvui e vint souffret da chom ebars er vrô,
Seulvui a valeuriou a raint tro var dro.
Me gred e zomp capabl bremàn d’o chasseal,
Pe otramant o deus sicour dreist-ordinal.

Hector a antre spouronet oll hac a lavar :

Allas ! Roue Yon, ma na laqit remed,
E zomp ar veach-màn en antier revinet.
Êru ar bayanet ebars etal Bourdel ;
Dre ’l lec’h ma tremenont, an dud cri ha cruel,
E leqeont en tân, en goad antieramant ;
Biscoas ne voe güelet eun affer qer sanglant
Evel o deveus grêt, an dud fall ha monstrou !
Laqet o deus an tân en oll vinienou !
Memes e fobourgou ar guær eus a Vourdel :
Me meus aon e zomp oll en danjer da vervel.

Yon.

Demp oll d’en em armi, me ho ped, Autrone,
Ret ê ober moyen da resista oute.