Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/19

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9

Da lavarat eun dra dirac ho Majeste :
Pardon ma parlantàn gant re a liberte.

An histor a rapport goechal ar Romanet
A voa gant brezellou qen terrupl afflijet,
Qement ha qer bian, ma voant oll nôs ha de
Ebars en servitud hac en captivite.
Hoguen, Octavian, p’en doe ar gurunen,
A rentas libr an oll dre furnez e lezen.
Mar boa ’r Romanistet qent en adversite,
Ennes a roas dê galloud al liberte,
Hac ober dê cavet an domination
Partout dre ar bed-màn var bep seurt nation.
Dre ze ar Romanet, coulz pinvidic’ha paour,
A gontribuas oll d’ober eur statu aour
En enor hac en gloar Cesar-Octavien,
Vit bea roet ar peoc’h d’Impalaerdet Romen.
Ma enorer qement eun Impalaer payen,
Gant muioc’h a rêson e tle ar Francisien
Renta dêc’h, va Roue, ar respet, an homach,
Nonpas dre eur statu, nad ive eun imach,
Mes curuni ho penn, en eur bresanti dêc’h
Eur balmen a lore goneet mad ganêc’h.
C’houi ê güir esperanç an oll gatholiqet,
A laqa da grena dre oll ar bayanet :
Doüe d’ho qendalc’ho nombr bras a vlaveziou
Da zouten an Ilis hac hoc’h oll pobliou.

Ar Prinç Lohier, Mab d’ar Roue.

Va Zad ha va Roue, bremàn e meus dezir,
Gant ho permission, da lavarat eur guir,
Pehini a zo sur demeus a importanç :
Me ya d’en lavarat dirac an Tadou Franç.

Biscoas, nac Alexand, na qenebeut Cesar,
Pompe, na Marc-Anton n’e dint bet dêc’h-u par.
Nan, ne zeus bet biscoas Impalaer na Roue