Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/192

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
182


Bourgogn.

Evidoc’h da vea qen robust ha fier,
Ne refoc’h qet qement a zònjit da ober.
Allòn, va zoudardet, laqit dir en avel :
Ret ê demp ar vech-màn pe drec’hel pe merveL

Richard.

Sus eta, va breudeur, ha c’houi ive, Mogi ;
Mar hon eus tam calon, bremàn ê demp c’hoari.

Amàn e commanç ar gombat. Ar Sarazinet a dec’h qüit.


Bourgogn d’e dud :

Ra vezin confontet ! bremàn me vel ervat
Penos e rancfomp oll ar vech-màn er c’hribat.

Renod.

Evidoc’h da achap, Bourgogn, me hoc’h heuillo :
En em rentit ractal, potramant oc’h maro.

Alard.

Goneet ar victor var ar payan Bourgogn ;
Demp prest da lavarat se d’ar Roue Yon.

————

Seizvet Dialog.

Renod ha Bourgogn.

Renod.

Arça eta, Bourgogn, mar oc’h eus nep adres,
Da betra cuzit-u ouzin bec ho poutes ?
Distroit d’ar gombat, mar oc’h eus tam calon,
Ha na zisqüelit qet evelse ho talon.

Bourgogn.

Evit qement a meus redet dre ar bed-màn,
Biscoas ne velis den qen hardi hac emàn.
Clêo eta, Chevalier, me as cav goal hardi,
O credi propos din distrei da gombatti.

Renod.

Ia, leal, Bourgogn, combatti a ranqet ;