Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/195

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
185

Renod qent ma qüittay ar Sarazin Bourgogn
A deuy d’e gombatti en hevelep fêçon,
Qen a vo oblijet deàn d’en em renta...
Mes me er güel o tont : oh ! cetu ni en joa.

Renod ha Bourgogn a antre.


Yon.

Ah ! Renod jenerus, tizet oc’h eus Bourgogn :
Va sceptr, va c’hurunen a zo dêc’h, va mignon.

Renod.

Evit qenta servich a rentan dêc’h hirie,
E presantan Bourgogn dirac ho Majeste,
A meus allet trec’hel gant poan assuramant ;
Mes en em rentet ê din-me sur franchamant,
Gant ar gondition da recour e vue,
Hac e meus bet dleet accordi deàn ze.

Bourgogn.

O Sir, Roue Yon ! me a anzav penos
E meus bet alies troublet dêc’h ho repos ;
Dre an occasion demeus va armeou,
Oc’h eus bet recevet calz eus a zomajou ;
Hoguen pa mòn dindan ho tomination,
Me bêo dêc’h rançon en ho tiscretion :
Just ê, me en anzav, herio din-me d’am zro,
Didomaji ar gaou a meus grêt en ho prô.

Yon.

Ne meus qet a vorc’het, Bourgogn, deus ho rançon :
Laqit-àn en eur gambr, Autrou ar C’hont Auton,
Dreist peb tra, me ho ped, alc’hoeit varneàn ;
Evel m’hor bo amzer ni a vaqo gantàn.

Ar C’homt Anton.

Me rêi zè, va Roue, assur, en ho reqet :
Arça eta, Bourgogn, deut ganén, me ho ped.

Cundui a rêr aneàn d’ar prison.


Yon da Renod.

Chevalier an nopla, c’houi ra va oll boneur.