Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/196

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
186

Ra vo-ta beniguet ar moment hac an heur
Ma oc’h deut er vrô-màn, ho tud jentil ha c’houi,
Evit hon delivra a zorn hon enemi ;
Rac me anzav ervat ez ê dre hoc’h adres
Ez ê rentet ar peoc’h bars em Rouantelez.
Certen, ho vaillantiç a verit recompanç :
Rac-se, lavarit din gant peb seurt confianç
Petra a zezirit ar güella ouzòn-me,
Ha me en royo dêc’h gant joa, credit en ze.

Renod.

Me assur dêc’h ervat, Roue nobl ha puissant,
Mar domp deut d’ho servich, nê qet evit arc’hant,
Nac evit nep profit omp-ni deut d’ar vrô-mâ,
Va zud-jentil ha me evit ho servicha ;
Sepet ma voc’h-u, Sir, fidel d’ho promesse,
Ne fell qet demp netra digant ho Majeste.

Yon.

Ah ! jantil Chevalier, mar deus er gristenes !
Va sceptr, va c’hurunen ha va Rouantelez
A zo en ho pouvoar : c’houi dle o fossedi ;
M’ho curono Roue, mar carit accepti.
Ho courach zo qer bras, ho merit zo qer nobl,
Ma veritit bea Souveren var ar bobl ;
Ha ma ne gavit qet e vec’h satisfiet
Demeus ar zervich vras oc’h eus din-me rentet,
Ma ne garit ive accepti recompanç,
Me royo dèc’h ho poez a arc’hant er valanç.

Renod.

Me a rent dêc’h graçou demeus hoc’h offrou mad ;
A drugare Doue me meus en tî va zad
Qement hac a garàn tenzoriou bras ive :
Ne vanq din nemet peoc’h da jouissa oute.
Mes pa ho cüelàn, Sir, qement ganemp nec’het,
Da vea liberal ebars en hon andret,