Ar pez hor boa-ni, Sir, prometet da ober.
Rac-se va Ampereur, hac hor pedi a ras,
Red vo e vadei, rac demp er prometas.
Charlamagn.
Va mignon Olier, Prinç nobl ha jenerus,
Glac’har zo em c’halon o rancout ho refus ;
Goulennit, me ho ped, diouzin eun dra all,
Rac evit Escofort n’en dê qet den leal.
Me meus-èn aprouvet certen en meur a dro ;
Mes pa meus-àn tizet, bremàn ni a gonto.
M’ho ped, va niz Roland, laqit-àn er prison,
Ha pa allimp vaqi, ni glêvo e rêson.
Escofort.
Be a meus peadra da bêa va rançon :
Roit din diana Paris evit prison.
Roland.
Va Eont, me rayo prest ho commandamant :
Deut eta, Escofort, d’ar prison prontamant ;
Ze ne ampecho qet hac Olier ha me
Na dachfomp, mar gallomp, m’ho po ho liberte.
Charlamagn.
Lavarit din, m’ho ped, Prinç vaillant Olier,
Dre ’r pez ma meus ennoc’h fianç particulier,
Ar virione dirac Va Baronet ha me :
Penos n’em gomportet Roland bars em arme ?
Hac én ’ deus disqüezet e vo sur eur veach
Eur Chevalier vaillant ha den eus a gourach ?
Olier.
Me lavar a dra sur, Impalaer puissant,
Penos n’en dòn qet dign da gomz eus a Roland.
Aboe ma ê crouet hac ar bed hac an ên,
Ne voe güelet eun den qer courajus hac én ;
Rac temoignet en deus en calz a fêçonniou
Ez ê favorizet memes deus an ênvou.