Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/213

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
203

Me bromet dêc’h ervat ne vimp qet anaveet.

Renod.

Me a zo contant bras, Mogis, da vont ganêc’h,
Va c’horf ha va bue a apparchant sur dêc’h ;
Me meus an esperanç, pa vimp-ni assambles,
Ne oufemp qet cavet drouc-avantur james.

Clera.

M’ho ped, va fried qer, dre eur güir garante,
Ne yit qet dreist pep tra da expos ho pue :
En em dalc’hit tranqil er guêr gant ho preudeur,
Rac aon na êrufe ganêc’h nep seurt maleur.

Renod.

N’ho pet qet a vorc’het, va fried, me ho ped ;
Ni zistroyo qer yac’h evel ma veomp êt.
Adieu dêc’h, va fried, va breudeur ha va zud ;
Chommit en Montoban ha ne rit qet a vrud.
Ne lavarit da zen en pelec’h e vimp êt ;
Gant aon dre drahison na vemp-ni discuillet.

Clera.

Adieu, va fried qèz ha va c’hender Mogi,
Qen a veoc’h distro ne vin qet hep sourci.

Renod ha Mogis a ya da Baris.


————

Trizecvet Dialog.

Charlamagn a antre gant e suit, hac a lavar :

Certen, va Baronet, tostât a ra an de
Ma velfor en Paris calz a solanite.
Biscoas ne voe güelet en Rouantelez Franç
Eun de qer solanel na seurt rejouissanç
Evel a celebrin en ho reqet, Roland,
Dre ma oc’h courajus hac ive den vaillant.

Ar C’henta Paj.

Gant ho permission, Ampereur redoutet,