Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/214

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
204

E lavarin eun dra dirac ho Paronet,
Pehini a meus bet clêvet bremâ-zouden ;
Me gred em tamalfec’h ma noc’h avertisfen.
Clêvet e meus bremaic penos mibien Emon
Hac o c’hender Mogis zo ebars er Gascogn,
Hac int fortifiet ebars en eur c’hastel
A zo entre Toulous hac ar guær a Vourdel,
O deus bet a bresant digant ar Roue Yon,
Vit bea qemeret ar Sarazin Bourgogn.

An Eil Paj.

N’en dê qet contant c’hoas, ar vil traitour Yon,
Da vea repuet ar pêvar mab Emon,
Ma ê bet qen hardi da gaout an insolanç
Da zont da gontracti gante eun alianç :
Renod zo eureujet gant pep solanite
En deyou tremenet da c’hoar propr ar Roue.
Neuze en deus roet deze en argoulou,
Eur c’hastel ar c’haera en provinç ar Poetou.
Biscoas mibien Emon ne voent qen arrogant
Evel hirio an de, Impalaer puissant.

Charlamagn.

Ha possubl ve, Yon, e vez bet qen hardi
Da receo en da vrô va brassa enemi !
Mar dout qen traitour-ze, ia, mar dòn Roue,
Me a rêi distruja mibien Emon ha te.

Salomon.

Clêvit, va Ampereur : ma ne laqit eves,
E rêyo demp Renod confusion ha mez.
Me gred sur ê capabl d’êruout gant Boyard
Er guær eus a Baris, hep bea tam couard ;
Ha mar tro en e benn redec ar gurunen,
E teuyo d’e gonit, credit en ze certen.

Charlamagn.

Ret ê laqat remed ebars en qementse.