Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/215

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
205

Richard a Normandi, ha c’houi, Duc Nêm ive,
It ho taou em reqet var hent bras Orleans,
Hac examinit oll qement a deuy en Franç :
Ha mar güelit Renod na qenebeut Mogis
O tostât da Baris, roit din prest avis,
Ma clasqfomp ar voyen evit o c’hemeret :
Qen e vint em pouvoar ne vin qet divorc’het.

Richard a Normandi.

Pa blij se ganêc’h, Sir, hon deputit da ze ;
Ni en em acqüitto gant peb fidelite ;
Rac me er promet dêc’h : mar deu mibien Emon
D’ar guær eus a Baris er seurt occasion,
Ni a voerzo dêze o amzer dremenet ;
Rac sur mar baleont e vint anaveet.

Nêm.

Gant ho cònje-ta, Sir, ni ya d’o c’hevridi,
Da c’hout ha ni allo rancontr hon enemi.

Sortial a reont.


Charlamagn.

Oger ha Salomon, c’houi yêl da benn al lis,
Hac evel tud prudant deut da ober justiç.
Arabat e ve grêt trichiri da nep den :
D’an nep e goneo, roit va c’hurunen ;
Disqüezit din ervat piou en deus caera marc’h,
Ma prenin aneàn, pa ve din qer avoalc’h.

Oger-Danoa.

Ni a rêi qementse sur, Sir, en ho reqet.

Charlamagn.

Demp d’en em brepari, m’ho ped, va Baronet.

————

Pêvarzecvet Dialog.

Richard a Normandi ha Nêm.

Nêm.

Bremàn pa omp êru en hent bras Orleans,