Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/216

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
206

Eur plaç darempredet da êruout en Franç,
Hoguen diavis omp chom da goll an amzer.
Ne velàn qet e tont paysant na Chevalier ;
Rac-se mar am c’hredit e yafomp var hor c’his
Buanna ma alfomp adare da Baris.

Richard a Normandi.

Arrêtomp, Duc a Nêm, me ho ped, va den qer,
Rac me a vel o tont en hent daou Chevalier ;
Unan en deus eur marc’h zo caer dreist-ordinal :
Penevert ma ê goen eus Boyard ve hanval.

Nêm, da Renod ha Mogis :

Bonjour, Chevalierien : Beitu evelse ?

Mogis.

Ni a ya da Baris da ober eur bale,
Da velet eun devez solanel bras meurbet,
En deveus ar Roue, a glêvàn, assinet.

Richard a Normandi.

Ia da, Autrone, c’houi a velo embêr
Ar pez noc’h eus güelet pell a zo a amzer.

Nêm, da Vogis :

Lavarit din, den côs, pa yit dre ar c’hanton,
Ha c’houi oc’h eus clêvet comz a vibien Emon ?

Mogis.

Ia, clêvet avoalc’h a meus comz aneze,
Penos ez int capabl d’ober faç d’ar Roue.

Richard a Normandi.

Me a garfe Mogis hac e guender Renod
Aze el lêc’h ma oc’h, evit cant scoêt d’am lod.

Mogis.

N’en dint qet qen diot d’en em foura en Franç ;
Gout a ouzont pelec’h mont da boursu o chanç.

Nêm.

Piou an den yaouanq-màn zo qen terrupl montet ,
Ne lavar guir abet ; mud ê sur, me a gred.